Emgann Watling Street

Watling Street
Bezelekadennoù ar Romaned en Enez Vreizh.

Emgann Watling Street a c'hoarvezas er bloaz 60, pe 61, en Enez Vreizh, etre Brezhoned emsavet ha renet gant Boudika, rouanez pobl vrezhon an Ikened, hag an armeoù roman renet gant Gaius Suetonius Paulinus. N'ouzer ket pelec'h e c'hoarvezas, met hervez an istorourien e tleje bezañ bet war an hent roman etre Londinium (Londrez hiziv) ha Viroconium, (Wroxeter e Shropshire). En amzer ar Saksoned eo e voe anvet an hent-se Watling Street.
Kalz niverusoc'h e oa ar Vrezhoned, met gwelloc'h en em gannas ar Romaned.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy